An istor

Kontañ ra Kof ha Kof istor un ostaleri vihan eus an Arvor o tont da vezañ sal-zañs ha boest-noz, diwezhatoc’h.

Arvest I

Deiz Meurlarjez e 1932, e ostaleri Sav-Heol, dalc’het gant Laouig ha Soaz. Emeur oc’h aozañ ar gouel. Ur pesketaer hag ur martolod-brezel a zo o klask kaout Finn, ar verc’h-henañ, da fortuniañ.

Arvest II

Miz Gouere 1954. Inouet eo Jaig, mab Finn, er vro. Klañv eo defod mont da Bariz. Touristed e-leizh a zo krog da zont d’an aod. ‘Benn ar fin e chomo Jaïg er gêr hag e kresko an ostaleri evit ober ur sal-zañs, “Kalypso”.

Arvest III

E 1976. Fall ar stal gant ar balioù. Dont a ra “Kalypso” da vezañ ur voestnoz, “Ar Pifoun”.

Retour